Hosted by Radio Kerne · EN
Deuet eo an nevez-amzer ha deuet eo ar gwenan en-dro ! Ha diwar-bouez ar gwenan 'ni vo kontet deoc'h en abadenn-mañ, gant Metig ha Benjamin. Div gontadenn vo da glevet ivez : Tao hag ar Gwenan ha Rouanez ar Gwenan.
"Aborijen" a vez lâret deus ar c'hentañ tud zo bet o chom e Bro-Aostralia. Ha div gontadenn aborijen vo kontet deoc'h neuze : Ar Wesklañvig da gentañ hag Ar Pesketour hag an Nav Diaoul goude-se.
Ur gontadenn deus Bro-Iwerzhon vo kontet deoc'h gant Benjamin : Teuz ar Wezenn eo-hi anvet !
Ur gontadenn eus Bro-Skos a vo kontet deoc'h ar wech-mañ, lakaet e brezhoneg gant Benjamin : "Toull Gowan" !
Deus ar goañv 'ni vo kontet deoc'h en abadenn ar wech-mañ, gant ur gontadenn gozh-Noe, ur gontadenn c'hrek : Persefon hag Hadès !
Ur gontadenn inuit 'ni vo kontet deoc'h ar wech-mañ : Ar minor dall hag an narval eo e anv. An dra-se zo un digarez evit Benjamin ha Metig da gontañ deoc'h un tammig deus an Inuited ! C'est un conte inuit que l'on vous raconte cette fois-ci : L'orphelin aveugle et le narval. C'est aussi l'occasion pour Benjamin et Metig de vous parler un peu des Inuits !
Deuet ar mare d'ober un abadenn ispisial evit an Halloween ! Tunvezh ha Benjamin zo bet dibabet gant an NASA evit mont da bourmen war-c'horre Meurzh. Aes eo mont d'ar blanedenn ruz gant o fuzeenn, prest int da ziskenn ! Met traoù iskiz a-walc'h a zo eno ...
Div gontadenn gant ar Vreudeur Grimm vo kontet deoc'h ar wech-mañ, kontet ha lakaet e brezhoneg gant Benjamin : Yann, ar Paotr Chañsus hag Ablamour d'un Tach.
Tunvezh ha Benjamin zo bet o vizitañ ur feurm lec'h ma savet krokodiled hag aligatored ! C'hwi 'welo, kalz traoù zo da zeskiñ war o fenn ! Deuit ganeomp !
Deus ar c'hevnid vo kontet deoc'h hiziv ! Ha div gontadenn 'po da glevet ivez : Ar Gevnidenn hag ar Gelienenn, ur gontadenn rus, hag Ar Gevnidenn hag ar Bananez, ur gontadenn ivoarian.